Ar gwask-brozh « gwarellek » evit ar velo
Ar Poupoupidou zo ur gwask gwarellek design hag aes d’ober gantañ evit derc’hel he brozh o vont war varc’h-houarn.
Graet e Frañs
Medalenn arc’hant kenstrivadeg Lepine etrevroadel Paris 2015
Ar Poupoupidou zo anezhañ ur glorenn ouesk , ur gwask-koad enni ha daou vaen-touch kreñv dezhi staget ar Poupoupidou dindan an dibr ganto.
Holl an dibroù o deus div roudenn vetalek a c’haller stagañ ar mein-touch outo
An diskoulm gwarellek-se a lak ar Poupoupidou d’en em zistagañ e- unan pa vez ret evit surentez ar varc’houarnerez . E- mod-se eo gwarantet hag erbedet he dilhad.
Meur a zoare zo evit chom chik ha cheuc’h ouzh an avel :
– Stardañ ar vrozh etre he divesker ( ’ket difazius )
– Azezañ war lostenn a-raok ar vrozh ( ’ket aes )
– Bezañ dilhad dindan hollgaer ganeoc’h !
– Ober gant ar Poupoupïdou
Setu un diskoulm nevez-flamm ha hollek

Staliañ
1. Piñsat lostenn a-raok ar vrozh gant ar gwask (gwask-koad etrezek an-unan).
2. Gwarellaat al lodenn a-dreñv dindan an dibr ha ruilhal !
Treiñ a ra gant
An holl veloioù
Beloioù emservij : Bicloo e Naoned , Velib e Paris……
Beloioù-tredan
Beloioù vintage, ar Poupoupidou emstag e pep lec’h ouzh ar stern
Skouterioù kozh a gludell vetal doare Vespa.
C’hwiloù-tan evel ar 103 sp mojennel!
Ne dro ket gant
Beloioùigoù bihan : kuit da ruilhal war ho prozh
Beloioù gant rodoùigoù, re yaouank oc’h !
Treiñ a ra gant
Brezhier ha saeoù hir pe verr, met arabat mont re bell ganti!
Lostennoù bliñset
Pareoioù
Saeoù eured
Saeoù an Uhel-wrierezh
Kiltoù…… ha ponchooù zoken
Ne dro ket gant
Brezhier re verr, roet eo bet deoc’h da c’houzout !
Kamzoù beleien, pounner an Diaoul!